Weekly Young Sunday (japaneg : 週刊ヤングサンデー) a oa ur magazin manga seinen sizhuniek a veze embannet e Japan gant Shōgakukan. An niverenn gentañ a zeuas er-maez d'an 10 a viz Ebrel 1987.[1] Kemer a reas lec'h Shōnen Big Comic ha kalz mangaoù bet embannet e-barzh Shōnen Big Comic a gendalc'has e-barzh Young Sunday. Anvet e veze ivez Yansan (ヤンサン).
A-benn lidañ 20vet deiz-ha-bloaz ar magazin e voe aozet ur werzh gant Shōgakukan ha Yahoo! Auctions Japan hag an argant dastumet avoe roet d'ar Groaz Wer. Meur a vangaka a roas tresadennoù orin sinet ha Shōgakukan a roas objedoù rouez liammet ouzh ar managoù embannet er magazin.[2],[3]
D'an 30 a viz Mae 2008 ec'h embannas tud Shōgakukan e vefe paouezet ar magazin, hag an niverenn ziwezhañ a zeuas er-maez d'an 31 a viz Gouere 2008.[4]