Wilhelm Prusia, eus e anv leun: Friedrich Wilhelm Victor August Ernst von Preußen (1882–1951), a oa mab henañ an impalaer Gwilherm II, anavezet evel ar c'h-Kronprinz, ar priñs pennhêr.
Brudet e oa da vezañ penn-skañv ha merc'hetaer. Harluet e oa bet en Izelvroioù goude Dispac'h Alamagn e 1918. Dont a reas en-dro avat e 1923, ha darempredoù en doe gant an nazied ma voe implijet gante evit o bruderezh.
Goude muntr e vignon kañseller Kurt von Schleicher, da Nozvezh an Hirgontilli e 1934, e paouezas gant ar politikerezh. E zifennerien a lavar n'en doa klasket, eus 1919 da 1934, nemet kavout an tu da brientiñ distro an Tiegezh Hohenzollern er galloud hag e krede dezhañ e vije bet skoazellet gant Hitler.