Williams F1 Team | |
---|---|
George Russel e 2020. | |
Bro | Bro-Saoz |
Renerien ha blenierien | |
Prezidant | James Vowles |
Rener | Pat Fry |
Blenierien | 23 Alexander Albon 43 Franco Colapinto |
Blenierien esaeoù | Franco Colapinto |
Arouezennoù teknikel | |
Kastell-karr | Williams FW46 |
Keflusker | Mercedes-Benz |
Bandennoù-rod | Pirelli |
Disoc'hoù | |
Bloavezhioù o redek | Abaoe 1978 |
Priz Bras kentañ | Arc'hantina 1978 |
Niverenn ar Prizioù Bras | 836 (821 disparti) |
Trec'hioù | 114 |
Plasoù pol | 128 |
Podiomoù | 313 |
Troioù gwellañ | 133 |
Titloù ar saverien | 9 |
Titloù ar vlenierien | 7 |
Williams Grand Prix Engineering Limited (e 2014 Williams Martini Racing) zo ur skipailh saoz a red er Formulenn 1 abaoe 1978, en ur c'hounit meur a ditl, dreist-holl e-pad ar bloavezhioù 1990. Koruet eo bet gant Frank Williams ha Patrick Head. Redet he deus gant ar vlenierien gwellañ evel Alan Jones, Nelson Piquet, Nigel Mansell, Alain Prost, Ayrton Senna, Damon Hill, Jacques Villeneuve ha Juan-Pablo Montoya. Gounezet he doa 16 kevezadeg ha redek a ra gant Felipe Massa ha Valterri Bottas e 2014. Susie Wolff eo he blenierez esaeoù pennañ, e-kichen Felipe Nasr.
Ur skipailh feuriet en eskemmdi eo abaoe 2011. Kenderc'hel a ra Frank Williams da vezañ ar perc'henner pennañ avat. Unan eus ar berc'hennerien a chom a zo Toto Wolff (dindan 10%), deuet da vezañ rener Mercedes. Renet e vez ar skipailh a zeiz-da-zeiz gant merc'h Frank Williams, Claire Williams.