Winsor McCay | |
---|---|
Emboltred (1906)
| |
Stil | Bannoù-treset Arz Nevez |
Ganedigezh | 26 a viz Gwengolo 1871[1] Spring Lake (Michigan) Stadoù-Unanet |
Marv | 26 a viz Gouhere 1934 Brooklyn (New York) Stadoù-Unanet |
Broadelezh | stadunanat |
Micher pennañ | Senarioour, tresour |
Micherioù arall | Filmaozour |
Oberennoù pennañ
Little Nemo in Slumberland Dream of the Rarebit Fiend Gertie the Dinosaur | |
Zenas Winsor McCay (1871-1934) a oa un aozer bannoù-treset hag ur filmaozour amerikan.
Brudet eo en abeg d'e bennoberenn, ar bannoù-treset Little Nemo in Slumberland ("Nemo Vihan e bro ar Morgousk"), a dresas eus 1905 betek 1914 hag eus 1924 betek 1926.
A-bouez ivez e voe e dresadennoù-bev Gertie the Dinosaur, bet aozet gantañ e 1914.
Abalamour da vellad ur gevrat e sinas "Silas" e vannoù-treset anvet Dream of the Rarebit Fiend, a reas eus 1904 betek tro-dro da 1925.
En e vugaleaj dija e oa Winsor McCay un tresour donezonet-dreist, a laboure kalz ha buan. Evit kregiñ gant ar vicher e reas skritelloù hag e labouras evit kazetennoù ha kelaouennoù adalek 1898.
E 1903 e voe gopret gant ar gazetenn New York Herald, a embannas ar bannoù-treset Little Sammy Sneeze ("Streviadenn Sammy Vihan") ha ''Dream of the Rarebit Fiend ("Hunvre paotr ar Welsh rarebit")[2]
E 1905 e voulc'has e bennoberenn, Little Nemo e Slumberland, ur stirad bannoù-treset e doare an Arz Nevez.
Winsor McCay a ouezas degas kemmoù en doare da aozañ bannoù-treset, pa reas gant diarselloù her evit diskouez savadurioù ha kêrioù. Skeudvarrenniñ a rae e dresadennoù a-benn reiñ bos dezho, hag o livañ en un doare dispar.
Remziadoù tresourion a voe levezonet gant e labour, a chomas digevezerezh betek filmoù hir Walt Disney er bloavezhioù 1930. Meur a dro-vicher bet ijinet gantañ evit blivañ skeudennoù zo deuet da vezañ reol diwezhatoc'h.
Ur filmaozour e voe Winsor McCay ; dek film tresadennoù-bev a genderc'has etre 1911 ha 1921, en o zouez The Sinking of the Lusitania ("Peñse al Lusitania") a voe hirañ film blivet e amzer e 1918.