Lizherenn Y | |
---|---|
![]() | |
Distagadur brezhonek : ['je:]
| |
Yezh orin | Latin |
Reizhiad skrivañ | Lizherenneg latin |
Renk | 25vet |
Sonenn | Kensonenn, Vogalenn |
Mare | 54 – bremañ |
Unicode | U+0059 (Y), U+0079 (y)
|
Soniadoù |
Ar 25vet lizherenn el lizherenneg latin hag e lizherenneg ar brezhoneg eo Y (['je:]), y ; an 23vet lizherenn eo el lizherenneg kirillek hervez urzh al lizherenneg vongolek, skrivet Ү, ү ha distaget [y] pe u hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg.
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn c'hresianek upsilon (Y).