Ar yezh vamm eo ar yezh kentañ desket gant ur bugel.
A-wechoù ne vez ket savet ar bugel gant e vamm, hag e tesk e yezh kentañ gant e dad (ral a-walc'h) pe gant e dud-kozh alieoc'h), pe a-wechoù e servijoù-stad. Koulskoude e vez kavet aesoc'h derc'hel d'ober gant an termen "yezh vamm" peogwir e klot gant buhez ar muiañ a dud.