Ur skol yezhoniezh eo ar yezhoniezh kognitivel hag he-deus da bal klask lakaat da genglotañ mont-en-dro ar yezhoù naturel hag ar pezh a ouzer diwar-benn mont-en-dro an empenn. Hervez ar skol-mañ ez eo ret neuze displegañ penaos vez implijet ha penaos e vez dielfennet ur yezh gant an dud en ur geñveriañ gant an doare ma vez urzhiet ar soñjoù en o empenn.
Div isdachenn a zo:
Setu un nebeud yezhoniourion brudet evit o labour war dachenn ar yezhoniezh kognitivel: George Lakoff, Mark Johnson, Eve Sweetser, Leonard Talmy, Ronald Langacker, Mark Turner, Gilles Fauconnier, Zoltán Kövecses, Charles Fillmore, Adele Goldberg ha Chris Johnson. Daoust ha ma ra Ray Jackendoff ur yezhoniour generativel outañ e-unan, heñvel-tre eo an darn vrasañ eus ar pezh a skriv e-keñver ar yezhoniezh kognitivel.
Damkanoù a zo o tennañ d'ar yezhoniezh kognitivel hag a zo ar c'hontrol-mik diouzh ar pezh a vez kelennet gant ar yezhadur generativel. Gwiriekaet e vez an teoriennoù-se vez gant tud o labourat war dachenn ar bredoniezh hag ar yezhonouriezh bredoniel (pe psikoyezhonouriezh) evel Michael Tomasello, Raymond Gibbs, Michael Ramscar, Michael Spivey, Teenie Matlock ha Benjamin Bergen.
O labourat emañ meur a hini ivez evit lakaat da glotañ ar yezhoniezh kognitivel diouzh un tu ha skiantoù neurologel diouzh an tu all, en o zouez: Tim Rohrer, Seana Coulson ha Lera Boroditsky.
Disoc'hoù arnodennoù bet kaset da benn gant David McNeill o labourat war tachenn ar jestroù a dalvez da diskwel ez eo reizh damkanoù ar yezhoniezh kognitivel.
Tud all evel Jerome Feldman, Terry Regier ha Srinivas Narayanan o deus pledet gant al liammoù etre ar yezhoniezh hag an urzhiataerezh.
Setu gant peseurt tachennoù-studi pennañ e vez pledet ar yezhoniezh kognitivel:
Betek-henn n'eo ket bet posupl lakaat an holl isdachennoù-se da genglotañ an eil gant eben, dreist-holl peogwir e labour an dud war o zachenn resis hep derc'hel kont eus ar pezh emeur oc'h ober e lec'h all. Tud zo avat a zo o labourat evit lakaat an holl dachennoù-studi da vezañ genliammet kenetreze a-benn sevel un deorienn hollek o tennañ d'ar yezhoniezh kognitivel en he fezh.