Yo La Tengo

Ira Kaplan o seniñ e-pad River to River Festival, New York (4 a viz Gouere 2005)

Yo Lat Tengo a zo ur strollad indie (dazeilat) a-orin eus Hoboken (New Jersey, Stadoù-Unanet). Krouet eo bet e 1984 gant ar c'houblad Ira Kaplan-Goergia Hubley, ha tro 15 pladenn a zo bet embannet gantañ. Ma n'eo ket gwall vrudet ez eo gwelet evel una eus strolladoù indie pouezusañ ar bloavezhioù 1990. Ennañ emañ Georgia Hubley (taboulinoù, kan), Ira Kaplan (kan, gitar) ha James McNew (gitar boud). Abaoe 1993 eo bet embannet holl bladennoù ar strollad gant Matador. Liesseurt eo sonerezh ar strollad: noise, pop, country, shoegaze, sonerezh-arnodiñ, punk hag electronica.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne