Ysbyty Ystwyth (Ospital Ystwyth e brezhoneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre e Kontelezh Ceredigion. Ur 4 lev bennak (war-dro 15 km) diouzh Aberystwyth emañ, er reter, etre Pontrhydygroes ha Pontarfynach, en hanternoz da Bontrhydfendigaid. Tremen a ra ar stêr Ystwyth dre eno.
E 2011 e oa 409 a dud o chom e kumuniezh Ysbyty Ystwyth ha 173 anezho a oa kembraegerien (43,8%)[1].