Ysfeilion Ysfeilion | ||||
| ||||
Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha ne oa ket anezho d'an ampoent. | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Disrannadur rouantelezh Cunedda | 445 | |||
- Staget ouzh Gwynedd | 530 |
Isrouantelezhioù Gwynedd |
---|
Afflogion • Dogfeiling • Dunoding • Edeyrnion • Meirionnydd • Osmaeliog • Rhos • Rhufoniog • Ysfeilion |
Ysfeilion a oa ur rouantelezh vrezhon en Enez Von. Krouet e voe pa voe adkemeret an enez gant Meilir Meilirion, roue Osmaeliog, diwar-goust ar penn-brezel iwerzhonat Serrigi Wyddel.
Un isrourantelezh eus Gwynedd e oa, hag adstaget e voe outi goude marv ar roue diwezhañ Cynyr ap Meilir un tammig goude 530.
Rouantelezh Deira a zalc'has ar rannvro etre 620 ha 627 met kaset kuit e voe gant Gwynedd. Adkrouet e voe Ysfeilion evit Hywel ap Cadwallader er VIIvet kantved, evit Cynan ap Rhodri en VIIIvet kantved ha Bran ap Dinwal en XIIvet kantved met bep gwech e voe diskaret buan a-walc'h.