Yukon | |||||
---|---|---|---|---|---|
Tiriad | |||||
| |||||
![]() | |||||
![]() | |||||
Melestradur | |||||
Riez | ![]() | ||||
Anv kozh | Yukon Territory | ||||
Statud | Tiriad | ||||
Kêr-benn ha kêr vrasañ |
Whitehorse | ||||
Yezhoù ofisiel | Saozneg, galleg | ||||
Kentañ ministr | Sandy Silver (03/12/2016) | ||||
Douaroniezh | |||||
Gorread | 472 345,44 km² [1] | ||||
Pennlein | Menez Logan, 5 959 m | ||||
Poblañs | 40 232 (2021) [1] | ||||
Stankter | 0,085 den/km² | ||||
Gwerzhid-eur | UTC-07:00 | ||||
PDK [2] | • Renk er bed : 13vet • Hollek : C$ 2 678,9 milion [3] • Dre benn : C$ 66 586 (3de) | ||||
FDD | 0,924 (2019) [4] Uhel-tre (5vet) | ||||
Arouezioù | |||||
Boked | (Epilobium angustifolium) | ||||
Gwezenn | Bezv-gwenn (Abies lasiocarpa) | ||||
Evn | Marc'hvran | ||||
Internet | (en) (fr) yukon.ca |
Yukon (distaget /ˈjuːkɒn/) eo an hihi bihanañ eus tri ziriad Kanada, e penn gwalarn ar vro, stok ouzh Alaska.
Whitehorse eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ, 28 201 den o chom enni e 2021, eleze 70% eus poblañs an tiriad, a sav da 40 232 (2021)[5]. Ar gêr bobletañ en tri ziriad eo ivez.
Er bloaz 1898 e voe disrannet an takad anvet Yukon Territory diouzh an North-West Territories ("Tiriadoù ar Gwalarn"). Un dekred gant gouarnamant Kanada a lakaas Yukon da vezañ anv ofisiel an tiriad, ar pezh a voe asantet gant Kurunenn ar Rouantelezh-Unanet d'ar 27 a viz Meurzh 2002[6] ; en daoust da gement-se e kendalc'h ar servijoù kanadian hag etrebroadel da ober gant ar berradur YT evit Yukon Territory e saozneg hag gant Yn evit Yukon e galleg[7]. Er bloaz 2021 avat e erbedas gouarnamant Yukon ma vefe graet gant The Yukon e saozneg en teulioù ofisiel[8].
Ar saozneg hag ar galleg eo yezhoù ofisiel Yukon, met anavet eo yezhoù annezidi kentañ ar vro gant ar gouarnamant.
E Yukon emañ Menez Logan, menez uhelañ Kanada (5 959 m), hag eil menez uhelañ Norzhamerika.
Eno ivez e red ar stêr Yukon he deus roet hec'h anv d'an tiriad. Stêrioù all zo : ar Pelly, ar Stewart, ar Peel, ar White, al Liard, ar Mackenzie hag an Tatshenshini o vezañ ar re bennañ.
Produadur Diabarzh Kriz(TermOfis) ; gwelet : PDG.